| | KLASK
AR C'HÊRIOÙ DRE VRO [Broioù "Lezenn
Voynet"] Roll broioù Breizh hervez
"Lezenn Voynet":
Bro an Alre
Bro an Oriant
Bro Ankiniz
Bro Bloermael - Kalon Breizh
Bro Dinan
Bro Felger
Bro Gastell-Briant
Bro Gernev
Bro Gwiniegi Naoned
Bro Kêr-Wened
Bro Kornôg Kreiz-Breizh
Bro Kreiz-Breizh
Bro Machikoul hag al Lon
Bro Pondi
Bro Raez Atlantel
Bro Redon hag ar Gwilen
Bro Roazhon
Bro Sant-Brieg
Bro Sant-Maloù
Bro Traoñiennoù ar Gwilen
Bro Treger ha Goueloù
Bro Vontroulez
Bro Vreselien
Bro Vrest
Bro Wengamp
Bro Witreg – Digoroù Breizh
Tamm bro ebet
Tolpad-kêrioù Naoned
Tolpad-kêrioù Rannvro Sant-Nazer hag Aber
|
Petra eo ur vro hervez al lezenn-se? Hervez al lezenn
ez eo un diriegezh raktres dezhi un unvanded evit a sell an
douar, an ekonomiezh hag ar sevenadurel. Lakaet eo bet ar
broioù-se war-sav gant lezenn ar 4 a viz C'hwevrer
1995, klokaet gant hini ar 15 a viz Mezheven 1999 (Lezenn
Heñchañ Terkañ da bad an Diriegezh),
anvet ivez "Lezenn Voynet". An dilennidi a gaver
e kuzulioù ar broioù-se n'int ket dilennet war-eeun,
anvet ez int bet.
Petra a ya d'ober ar broioù-se? Kumuniezhioù
kumunioù eo a ya d'ober ar "broioù"-se.
Da betra e talvezont? Tiriegezhioù raktres int.
O fal a zo sevel kengred ha kenskoazell etre ar maezioù
hag ar c'hêrioù.
Pet "bro" evel-se a zo e Breizh? E Breizh
(5 departamant evel-just) ez eus 26 bro.
|
|