Petra eo ur KKG? Ar C'hambroù Kenwerzh ha Greanterezh
a zo ensavadurioù publik Stad da bal dezho kas war-raok
ekonomiezh an tiriegezhioù. Petra a ya d'ober ar KKGoù? War an departamantoù,
pe war dachennoù bihanoch eo diazezet ar KKGoù,
evit bezañ tostoc'h da ekonomiezhioù al lec'hioù. Da betra e talvez ar KKGoù? O fal pennañ
a zo kas war-raok an ekonomiezh, ar stummañ ha merañ
aveadurioù 'zo (porzhioù, aerborzhioù). Pet KKG a zo e Breizh? E Breizh ez eus 9 KKG hag ur
Gambr rannvro (KRKG) diazezet e Roazhon.