KLASK
AR C'HÊRIOÙ DRE GUMUNIEZH-KUMUNIOÙ PE DRE GUMUNIEZH-KÊR [Ensavadur publik evit ar c'henoberiañ Etrekumun
(EPKE)]
Petra eo un EPKE? Ar ensavadurioù publik evit
ar c'henoberiañ etrekumun (EPKE) a zo kenstrolladoù kumunioù.
Gant al lezenn diwar-benn kreñvaat hag eeunaat ar c'henoberiañ etre
ar c'humunioù (lezenn an 12 a viz Gouhere 1999) ez eus bet gallet termeniñ
pizh framm ha perzh an EPKEoù. Petra a ya d'ober an EPKEoù?
Ouzh o ober ez eus kumunioù. Pe kumuniezhioù kêr, pe kumuniezhioù
kumunioù pe neuze c'hoazh kumuniezhioù tolpad. Petra 'ra
an EPKEoù? O fal a zo sevel "kenraktresoù diorren e diabarzh
ar c'helc'hiad kengred", hervez al lezenn. Raktresoù a denn d'an ekonomiezh,
da verañ al lastez... Pet EPKE a zo e Breizh? 140 EPKE a zo
e Breizh.